30/10/2025
🤿 Splujañ e mirdi La Flore
Ma 'z eus ul lec'h n'omp ket kustum da weladenniñ eo diabarzh ul lestr-spluj. Piv en deus bet tro da vont e-barzh unan dija ?
War-bouez ar vartoloded a-vicher, n'eus den ebet ac'hanomp. Koulskoude, ma fell deoc'h mont e-barzh ur splujerez ha gouzout petra eo ar vuhez dindanvor e c'hellit en ober en Oriant.
Abaoe miz Mae 2010 eo digor dorioù mirdi La Flore, staliet just e-kichen bon al listri-spluj ha Kêr ar bageal. Ur mirdi kentelius, evit gwelet penaos e vev hag e labour martoloded al listri dibaot-se.
👉 https://www.breman.bzh/splujan-e-mirdi-la-flore/