Ya - Kazetenn Keit Vimp Bev

Ya - Kazetenn Keit Vimp Bev Ar gazetenn vrezhonek nemeti abaoe 2005 ! Embannet gant Keit Vimp Bev.

An emglev kentañ, sinet e 2021, etre Kerne-Veur ha Breizh zo bet astennet eus pemp bloaz.
17/09/2026

An emglev kentañ, sinet e 2021, etre Kerne-Veur ha Breizh zo bet astennet eus pemp bloaz.

Kouviad a enor Festival Etrekeltiek an Oriant e oa Kerne-Veur er bloaz-mañ. Un digarez eo bet evit an div vro da sinañ un emglev nevez a genlabour. E 2021 e oa bet sinet an hini kentañ. Ne oa ket Loïg Chesnais-Girard eno ha setu perak ez eo Stéphane Perrin-Sarzier, besprezidant karget eus Europ...

Enklask nevez Splann ! diwar-benn eskopti Gwened a vo da lenn a-benn nebeut e Ya!
17/09/2026

Enklask nevez Splann ! diwar-benn eskopti Gwened a vo da lenn a-benn nebeut e Ya!

Klask a rae eskob Gwened bodañ strolladoùigoù e Iliz en-dro. Daoust ha « dibaseet » eo bet gant tud a yae pelloc'h egetañ war an tu dehoù ? Setu ar pezh a soñj lod eus ar re o deus testeniekaet evit ar pennad-mañ. Splann ! en deus klasket kompren. Deskrivet e vo perzhioù dibar un eskopti l...

Emañ Keit Vimp Bev o klask ur c’hargad pe ur gargadez a ziorren gwerzh evit ar c’helaouennoù evit ar re yaouank (Rouzig,...
17/09/2026

Emañ Keit Vimp Bev o klask ur c’hargad pe ur gargadez a ziorren gwerzh evit ar c’helaouennoù evit ar re yaouank (Rouzig, Louarnig).

Emañ Keit Vimp Bev o klask ur c’hargad pe ur gargadez a ziorren gwerzh evit ar c’helaouennoù evit ar re yaouank (Rouzig, Louarnig). Deskrivadur ar post-labour : Pal : kreskiñ koumanantoù kelaouennoù ar yaouankiz hon ti-embann : Rouzig (3-6 vloaz) ha Louarnig (7-12 vloaz) Kefridi : E liamm g...

Ar festival Itrika zo bet krouet gant un nebeud tud yaouank eus lise Diwan Karaez evit lakaat ar sevenadurioù hag ar yez...
11/09/2026

Ar festival Itrika zo bet krouet gant un nebeud tud yaouank eus lise Diwan Karaez evit lakaat ar sevenadurioù hag ar yezhoù bihanniver war-wel.

D’ar Sadorn 12 a viz Gwengolo e vo dalc’het an eil festival Itrika e Karaez. Ar festival-mañ, savet diwar intrudu liseidi ha liseadezed eus Diwan Karaez, a ro tro da glevet yezhoù ha sevenadurioù minorelaet. Ur pennad-kaoz gant Telo Troadeg, unan eus izili ar gevredigezh Itrika, pevar den enn...

Enklask nevez Splann a vo da lenn er gazetenn er sizhun a zeu evel-just.
11/09/2026

Enklask nevez Splann a vo da lenn er gazetenn er sizhun a zeu evel-just.

Dielloù ha videoioù n’int ket bet embannet biskoazh deus al lec’h eztennañ andalouzit Imerys e Breizh a ziskouez e vez lakaet ar c’hopridi da analiñ poultrennoù pistrius hag a gas ar c’hrign-bev. Un toullad labourerien zo tapet gant kleñvedoù skevent : silikoz, krign-bev, amfizem.

04/09/2026

📣 Distro-skol Diwan : e-barzh ar gazetenn Ya! ar sizhun-mañ (niverenn 1102) e c'helloc'h lenn testenn burev Diwan diwar benn 3 stourm a-bouez a vo da gas, holl a-gevret, evit hor yezh hag evit Diwan. Adtapout ar 5,5 post dilamet deomp gant an Deskadurezh-Stad / Stourm evit gwareziñ karta istorel Diwan / Mont war-zu an dachenn lezennel evit rediañ Rannvro Broioù al Liger da arc'hantaouiñ ar brezhoneg.

👉 Lennit ar pennad klok war Ya! amañ > https://www.keitvimpbev.bzh/.../ya-prenan-un-niverenn-e.../
Skoazellit an embann e brezhoneg, koumanantit ivez d'ar gelaouenn YA !

🔹🔹🔹

📣 Rentrée à Diwan : le bureau de la fédération a souhaité communiquer via l'hebdomadaire en langue bretonne Ya! (n° 1102) en cette rentrée pour vous faire part de 3 grands sujets de mobilisation pour Diwan : récupérer les 5,5 postes supprimés par l’Éducation nationale à notre fédération / La lutte pour le maintien de la charte fondatrice de Diwan / Engager un combat juridique contre la Région Pays de Loire afin de l'obliger à financer le développement de la langue bretonne.

👉 Retrouvez l'article sur Ya! et abonnez-vous au seul hebdomadaire en breton ici > https://www.keitvimpbev.bzh/.../ya-prenan-un-niverenn-e.../

Douarnenez : Ur vannadenn gouestlet da labour Emmanuel Roy, filmaozer, kenaozet gant Gouel ar filmoù (Festival de cinéma...
04/09/2026

Douarnenez : Ur vannadenn gouestlet da labour Emmanuel Roy, filmaozer, kenaozet gant Gouel ar filmoù (Festival de cinéma de Douarnenez) ha DAOULAGAD BREIZH

D’ar Meurzh 18 a viz Eost e oa bet kenaozet gant Gouel ar filmoù e Douarnenez ha Daoulagad Breizh ur vannadenn gouestlet da labour Emmanuel Roy, filmaozer ha pennoberataer breizhat ha brezhonek. Leun a dud a oa deuet betek selaouva porzh-mirdi Douarnenez da 10 eur vintin evit sellet ha selaou, e ...

Adresse

6, Plasenn Gwirioù Mab-den
Carhaix-Plouguer
29270

Téléphone

+33298268712

Site Web

Notifications

Soyez le premier à savoir et laissez-nous vous envoyer un courriel lorsque Ya - Kazetenn Keit Vimp Bev publie des nouvelles et des promotions. Votre adresse e-mail ne sera pas utilisée à d'autres fins, et vous pouvez vous désabonner à tout moment.

Contacter L'entreprise

Envoyer un message à Ya - Kazetenn Keit Vimp Bev:

Raccourcis

Partager

Type